Kegin (pezh)

Eus Wikipedia
Ur pennad kegin zo ivez.
Kegin a vremañ.
Kegin eus an XVIIIvet kantved en un atant suis.
Kegin a wechall e Mallorca

Ar gegin eo ar pezh, pe sal, eus an ti ma vez aozet ar boued hag ar predoù. Keginer, pe keginerez, a vez lavaret eus an hini a aoz ar meuzioù gant ar binvioù-keginañ.

Binvioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Aozet e vez ar boued e kastelodennoù pe paelonoù lakaet war tan ar geginerez, pe e-barzh pladoù lakaet er forn.


Binvioù kozh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gwechall e veze keginet a-us d'an oaled ma veze graet tan. War un trebez e veze lakaet ur pod-houarn , pe istribilhet ur gaoter a-us d'an tan. Ur plac'hig a veze lakaet d'ober war-dro an tan, ha da skarzhañ al ludu, evel er vojenn Luduennig.